Tous les sujets, pour votre succès

Spécialité LLCER Breton Métropole Bac Général Session 2023

\[\]

Bac Général
Classe : 
Terminale
Centre d’examen :
 Métropole
Matière : LLCER Breton
Année : 2023
Session : Normale
Durée de l’épreuve : 3 heures 30
Repère de l’épreuve : 23-LLCERBRME1
L’usage du dictionnaire unilingue non encyclopédique est autorisé.
La calculatrice n’est pas autorisée.

Synthèse 16 points
Traduction ou transposition 4 points

SUJET 1
Le sujet porte sur la thématique « Circulation des personnes, des langues, des cultures et des idées »
Axe d’étude : « Pèlerins, itinérants et promeneurs »

Partie 1 : synthèse du dossier (16 pts)
Prenez connaissance des documents du dossier et traitez le sujet suivant en breton :
Savit ur pennad-skrid (war-dro 500 ger) diwar-benn ar foeterien-hent evel m’int bet taolennet en teir diell. Gallout a reoc’h toullañ meur a hent ha klask gouzout :
a) petra a vroud ar foeterien-hent da vont gant o hent.
b) peseurt gounid a dennont eus o c’hantreadennoù.
c) peseurt skeudenn anezho a zeu war-wel.

Partie 2 : traduisez le passage suivant du document A en français. (4 pts)
« Neuze e krog Yann gant e redadeg. Un devezh e pep lec’h, ur pred e pep ti. Eus pelec’h e teu ? Da belec’h e ya ? Den ne oar mat. Gwelet a reer anezhañ o tegouezhout er c’hêrioù, da vare ar foenn, pe an dornadeg, pe an avaloù-douar. N’eus ki ebet da harzhal outañ, den ebet da c’houlenn netra digantañ. Kregiñ a ra en ur forc’h, ur varr, e penn ur marc’h. Ul labourer kaer eo. Nemet a-wechoù, e-kreiz an dalc’h, e sav e benn d’al laez o selaou n’ouzer ket pe vouezh o c’hervel. » (l. 35-40)

SUJET 2
Le sujet porte sur la thématique « Pouvoirs et contre-pouvoirs »
Axe d’étude : « Les désobéissances sociales, une tradition ? »

Partie 1 : synthèse du dossier (16 pts)
Prenez connaissance des documents du dossier et traitez le sujet suivant en breton :

Savit ur pennad-skrid (war-dro 500 ger) diwar an dielloù evit displegañ penaos e oa bet degemeret an adlodennañ e Breizh. Gallout a reoc’h toullañ meur a hent ha klask gouzout :
a) petra oa an adlodennañ er bloavezhioù 1960 ha 1970 ;
b) petra eo bet an efedoù anezhañ war an natur, al labour-douar hag an dud ;
c) perak ha penaos e oa bet stourmet a-enep an adlodennañ.

Partie 2 : traduisez le passage suivant du document C en français. (4 pts)
« A-benn ar fin e oa diskennet diwar ar c’hleuz, badaouet c’hoazh gant an arvest euzhus-se, hag eñ da vont ha da zont eus an eil penn eus e liorzh d’egile, evel un den kollet e benn gantañ. En em santout a rae breset, gwasket e galon, gwallet e gorf, evel pa vije bet, eñ e-unan, taget gant dent an heskennerez. Goude ar boan-spered e save ar gounnar ennañ : piv en doa kredet ober se, hep goulenn tra digantañ ? Piv a oa sot ha fallakr a-walc’h evit mont da zistruj gwez ken kaer ha ken talvoudus, evit ur gounid ken dister ? » (l. 11-17)