Tous les sujets, pour votre succès

Spécialité LLCER Breton Métropole Bac Général Session 2025

\[\]

Bac Général
Classe : 
Terminale
Centre d’examen :
 Métropole
Matière : LLCER Breton
Année : 2025
Session : Normale
Durée de l’épreuve : 3 heures 30
Repère de l’épreuve : 25-LLCERBRME1
L’usage du dictionnaire unilingue non encyclopédique est autorisé.
La calculatrice n’est pas autorisée.

Synthèse 16 points
Traduction ou transposition 4 points

SUJET 1
Le sujet porte sur la thématique « Représentations et expressions de la mémoire »
Axe d’étude : « Écrire ses mémoires, écrire l’histoire »

Partie 1 : synthèse du dossier (16 pts)
Prenez connaissance des documents du dossier et traitez le sujet suivant en breton :
Savit ur pennad-skrid (war-dro 500 ger) diwar-benn an teir diell : gallout a reoc’h diskouez peseurt tud, peseurt darvoudoù zo bet lakaet war-wel e pep hini anezho ha peseurt talvoudegezh o deus an testenioù-se evit gouzout hiroc’h war an Eil Brezel-bed.

Partie 2 : traduisez le passage suivant du document C (lignes 27 à 34) en français. (4 pts)
« War-dro peder eur hanter, e weler, a-greiz-tout, o tifoupañ war ar blasenn, un tregont soudard bennak o tont diouzh kostez Ploueskad, war o marc’hoù-houarn, hag i da dennañ war an dud. Eno neuze e sav kabal hag ur jabadao all !… Paotr e akordeoñs a zo lazhet gant meur a hini all.
Un hantereur diwezhatoc’h ec’h erru daou gamion leun a soudarded, o tont eus Montroulez da reiñ skoazell da re Bloueskad.
Goude bezañ mindrailhet ar ru Verderel hag ar ru Vras, e lakaont ur pezh kanol war blasenn ar C’hreizkêr hag e tennont. »

SUJET 2
Le sujet porte sur la thématique « Pouvoirs et contre-pouvoirs »
Axe d’étude : « Les désobéissances sociales, une tradition ? »

Partie 1 : synthèse du dossier (16 pts)
Prenez connaissance des documents du dossier et traitez le sujet suivant en breton :

Savit ur pennad-skrid (war-dro 500 ger) diwar an dielloù. Gallout a reoc’h toullañ meur a hent ha klask gouzout :
a) petra a lak ar Vretoned da vont war ar straed da zifenn o mennozhioù (abegoù sevenadurel, sokial, politikel…) ;
b) hag un hengoun eo deuet ar manifestadegoù da vezañ ;
c) hag un enep-galloud efedus eo an doare-se da stourm.

Partie 2 : traduisez le passage suivant du document B (lignes 19 à 25) en français. (4 pts)
« Strakadennoù a fuc’has souden a-dreñv o c’hein, war-du penn ar straed Dagobert ma oant aet e-biou dezhi ur pennadig ‘oa. Tamm-ha-tamm e tavas ar ganerien hag an dibunadeg a chomas evel sac’het. Youc’hadennoù skiltr a gleved en a-dreñv. Sutadennoù hir a save ha strakadennoù adarre. Klask a rae ar strolladoù mont war o c’hiz. N’hellent ket, ken stanket e oa ar straed gant an engroez. E solieradurioù an tiez, a bep tu, ne selle mui an dud d’an traoñ bremañ. Klask a raent gwelout petra a dremene ahont war-dro an ti-kêr. »